War an Ero Vili

LogoWarE traoñ bae Gwaien e oa ur pezh moger bili kozh Noe. Diskaret eo bet n’eus ket keit-se. A viskoazh eo bet luskellet Yann Gwilhamod gant trouz ar bili o ruilhal, evel alan an aod vev. An Erv Vili. "Bae kev an arvor vili" evel ma skrive Youenn Drezen en e romant Itron Varia Garmez. Ur wareg mein astennet eus Porzh Karn - kostez Penmarc’h -, betek Porzh Poullan - kostez Plozeved -, war ur pemzek kilometr.

Ur arvor vili, karget a vojennoù kozh

6148929c83881 yann guillamot 1 5461597Yann Guillamot en doa un tad-kozh a berzh e vamm a oa bet ganet e Kerc’haro, a-dreñv Beg an Dorchenn. Diaes e oa ar vuhez e Kerc’haro a c’hellit krediñ, garv, tenn.

Douar ar paludoù oa diaes da labourat, glep. Al legumaj, ar c’herc’h pe ar segal a greske met an ed ne rae ket. Ar saout a dape kleñved ar palud a-wechoù dre forzh lonkañ traezh ha melc’hwed palud. N’eus ken nemet diwar ar pizh bihan o doa peizanted ar vro muioc’h a c’hounidegezh.

Evit tud ar paludoù, "bili an aod a zo anezho relegoù ar re a voe beuzet er mor, ar re a voe en em gollet ennañ korf hag ene, abaoe keit all zo, ma ne chom deusouto nemet mein kalet ha sec’h a vez ruilhet ha diruilhet, taolet ha distaolet ; mein kalet ha sec’h, trawalc’h koulskoude da glozañ enno un ene." An istor-mañ zo kontet gant Yann Guillamot en e levr "Ar vuhez diamzeriet" (Al Liamm, 2020).

An dud-mañ a oa kondaonet o ene da gantreal peogwir n’o doa anavezet na pedenn na maen, da lavaret eo n’o doa ket resevet reizhoù diwezhañ ar beleg, ar groaz nouenn hag an olev. Setu ne c’hellent ket bezañ degemeret en douar kristen. Ur gredenn a gaver ivez er pezh "Ar Baganiz" gant Tangi Malmanche : Fant a ya d’an iliz ur sac'had mein ganti, "anaon an dud a beñse", "eneoù kavet war an traezh". Ha Tomaz a lavar rust :
"En douar benniget ne vo lakaet morse
An hini zo deuet gant ar mor e peñse."

Dismantroù an aozadur Todt

An Erv Vili a oa evel ur voger ledan hag uhel, divrall, hag a c'houdore ar paludoù diouzh gwagennoù kreñv ar Mor Adlantel.

E 1938 e oa bet graet muzulioù gant ijinourien ar Pontoù hag an Hentoù : an erv vili a rae etre 50 ha 80 metr ledander hag e-kichen Loc’h Trunvel (Trêgad) ez ae betek 9,60 metr uhelder. Hiziv e sav d’ar muiañ da 3 pe 4 metr, goloet gant ar sabl nij alies. An dud eo a zo kaoz m’eo bet dispennet an Erv Vili. An Alamanted da gentañ. D’ar 17 a viz Kerzu 1941 e ro Hitler urzh d’an aozadur Todt da sevel an Atlantikwall, Moger an Atlantel, ur voger da ziwall aodoù kornôg Europa diouzh un dilestradeg gant ar re gevredet.

Chanterioù bras a zo a-hed aochoù Breizh abaoe an diskar-amzer 1940 : roudennoù kirri-nij, bonioù listri-spluj, kanolioù… Milieroù a vunkerioù a zo da sevel ouzhpenn evit Moger an Atlantel. Ezhomm zo beton e-leizh (simant, mein, traezh). En Erv vili e kavont danvez. An ijinour chef Renaud, e penn ar Pontoù hag an Hentoù e departamant Penn-ar-Bed, a glask mont enep ma vo tennet bili, gant aon e vije beuzet ar paludoù, met plegañ a rank. Ar Reich en deus ezhomm milionoù a donennoù beton da sevel Moger an Atlantel. E daou lec’h e vez tennet ar bili, unan kostez Tronoen, unan all kostez Tregeneg Plovan.

6148ae453c102 1947 chanter prad ar chastell gwelet eus a drenv coll mme duclos bocher 5461967Frigaser bili Prad ar C'hastell

Re dev e oa ar bili avat, setu m’o doa savet an Alamanted ur frigaser da zrailhañ anezho munud, e Prad ar C’hastell. Kalet e oa ar bili da zrailhañ. Trouz spontus ha poultrenn dev a oa forzh pegement.

Tud eus ar vro zo implijet war ar chanter dreist-holl. 350 pe 400 paotr yaouank eus arvor ar vro Vigoudenn, an hanter anezho dindan 25 bloaz, hag ar re all betek 40 vloaz d’ar muiañ. Martoloded a oa difennet dezho mont war vor da besketañ lakomp. Dont a reont d’ober un devezh pe zaou ar sizhun, pe ar miz, pe muioc’h. Deus an douaroù e teu tud ivez. Pêr Perennou en doa labouret e-pad daou viz war ar chanter, e mizioù Gouere hag Eost 1943 : eus ur familh pevarzek bugel e oa hag e ranke reiñ un tamm arc’hant d’e vamm. Ne oa nemet 14 vloaz. Mezh o doa a-wechoù da labourat evit an Alamanted. Paotred eus rannvroioù all eus ar Frañs zo deuet d’ober o STO eno ivez. An dud a laere traoù war ar chanter, sac’hadoù simant. Trok a veze graet.

Un hent-houarn a oa bet savet zoken evit an Treñ Bili da gas ar bili drailhet eus Tregeneg da Bont an Abad, hag alese dre-holl war arvor Breizh.

Pet a vili zo bet tennet gant an Alamanted etre 1942 ha 1944 ? 400.000 m3 marteze ? N’eo ket bet kontet. E 1944 ez a kuit an Alamanted. Gwalleurioù ar brezel n’int ket echu avat. Minoù zo chomet war o lerc’h er foenijiri. Da gas o saout en-dro d'ar foenneier eo kroget an dud da zivinañ. Un toullad tud o deus kollet o buhez e giz-se. Ur breur da dad kozh Yann Gwilhamot end-eeun. Jean-Louis Tanneau a ouie ar mod da zivinañ peogwir en doa graet e amzer servij en Alamagn e 1923, met ar pikedoù a verke pelec’h oa ar minoù a oa bet tennet : tarzhet ur min ha marvet pa oa o rentañ servij d’an dud. Ar vugale o deus c’hoariet ar c’haloj gant traoñ ar minoù goude.

Ero vili

War-lerc’h an Alamaned

War-lerc’h an Alamanted ez eus bet tennet bili c’hoazh gant embregerezhioù labourioù publik, e-pad 20 vloaz, da sevel chaoserioù er perzhier mor lakomp.

E 1966, ur pezh barrad tourmant a zigor toulloù bras en Erv Vili. Diwar neuze e vez beuzet ar paludoù pa vez ar mor en e c’hourlenn, peogwir emañ a live gant ar paludoù ha n’eus moger bili ebet ken. Pep barrrad tourmant e tremen ar mor uc’h d’an erv vili dister. Hep kontañ an dic'hlann eus al loc’hoù pa vez glaveier puilh hag a wask an Erv Vili eus kostez ar paludoù.

Diwar neuze e vo komprenet eo bresk an Erv Vili hag e vo gwarezet un tamm. Diwallet eo ar paludoù gant Mirva an Arvor abaoe 1982. Al lanneier hag ar geuneier zo leun a blantennoù hag a loened gouez.

Ar blockausoù a oa war sec’h a zo goloet gant ar mor bremañ. Pezhiadoù batisoù beton chanter Prad ar C’hastell zo bet livet. Ar bili a chom a vez ruilhet ha diruilhet atav, gant lusk ar mor. "Ar mor a ra e labour, eme Yann Gwilhamod, ha ni n’hellomp ket ober netra. Ret eo deomp lezel ar gomz diwezhañ gant ar mor."

Evit deskiñ hiroc'h war an Erv Vili : www.ero-vili.fr

Téléchargement

show5Cette page regroupe les gros fichiers du site, entre quelques Mo et quelques centaines de Mo. Il s'agit de plans complets, de profils en long des voies ferrées etc. 

Voir la page...

Contact

show02Contact et info légales sur cette pages. en théorie toutes les personnes ayant participé de près ou de loin à un article reproduit devraient y être. 

Voir la page...